Janig Bodiou-Stephens, an avanturourez trankil - HAL-SHS - Sciences de l'Homme et de la Société Accéder directement au contenu
Article Dans Une Revue Pobl Vreizh Année : 2020

Janig Bodiou-Stephens, an avanturourez trankil

Résumé

Er bloaz 2003 mboa klasket lenn an desenn gentañ diwar-benn yezhadur ar brezhoneg a rae gant binvioù ar yezhadur jenerativel (mod Chomsky). Skrivet oa bet e saozneg e 1982 gant ur yezhourez a Londrez, hag hi a-vihanig deus brezhoneg Bro Dreger, Janig Stephens. An desenn-se n’em boa ket kavet e Breizh, met ur mignon alaman din, Dirk Bury, a rae e studioù e University College of London (UCL) d’ar mare-se hag en doa luc’hskeudennet al levr din. War baper e veze graet, anat deoc’h, evit un nebeut Pounds ha kalzig amzer. Joa! Div sizhunvezh war-lerc’h em boa resivet dre an ti post 274 bajenn, bep eil bajenn moulet er penn a-dreñv ! Lakaet em boa an toullad paperioù prizius-se war un daolig espress-kaer, ha me d’ober tro an daol bep div bajenn e-pad mizioù... Dizoloet em boa labour don ur skiantourez a ouie ober al liamm etre fedoù he yezh ha teoriennoù nevezañ skiantoù a lavar, gouest d’ober un dielfennañ soutil deus he yezh c’henidik. Ur vaouez a Vreizh, ivez, teiryezheg anezhi, he doa graet he micher er skiantoù e fin an ugentved kantved. Bremañ ‘zo pdf he zesenn ganin (ra vo meulet al levraouegoù niverel!), ha alies en em gavan o tistreiñ eno, ha da bennadoù skiantel liesseurt skrivet gant Janig Stephens abaoe (he fennad war ar frasennoù dizispleg ‘zo un teuzar!i).
Fichier principal
Vignette du fichier
Jouitteau. 2020. Janig Bodiou-Stephens, an avanturourez trankil.pdf (689 Ko) Télécharger le fichier
Origine : Fichiers produits par l'(les) auteur(s)

Dates et versions

hal-03830544 , version 1 (26-10-2022)

Licence

Paternité

Identifiants

  • HAL Id : hal-03830544 , version 1

Citer

Mélanie Jouitteau. Janig Bodiou-Stephens, an avanturourez trankil. Pobl Vreizh, 2020, 4 p. ⟨hal-03830544⟩
23 Consultations
13 Téléchargements

Partager

Gmail Facebook X LinkedIn More